Manase a skuilhas ivez gwad didamall e-leizh, betek leuniañ Jeruzalem penn-da-benn, en tu-hont d'e bec'hed en doa lakaet Juda da bec'hiñ drezañ, en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
Sant Lucas 3:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned a reas goude an holl re all an hini da lakaat Yann er prizon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) goude an holl draou fall hen doa great, a reaz c’hoas hou‐man, lakaad a reaz teurel Ian er prizon. |
Manase a skuilhas ivez gwad didamall e-leizh, betek leuniañ Jeruzalem penn-da-benn, en tu-hont d'e bec'hed en doa lakaet Juda da bec'hiñ drezañ, en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
hag ivez en abeg d'ar gwad didamall en doa skuilhet, rak leuniet en doa Jeruzalem a wad didamall. Hag an AOTROU ne fellas ket dezhañ pardoniñ.
Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.
Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.
Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.
Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec’h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont.