na wallgas den, a ro d'an dleour e c'houestl en-dro, na ra ket a laeroñsi, a ro e vara d'an ezhommeg, a c'holo gant un dilhad an hini a zo en noazh,
Sant Lucas 3:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant ra roio unan d’an hini n’en deus ket, hag an neb en deus boued ra zeuio d’ober an hevelep tra. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hen a respontaz dezhe: An neb hen deuz diou zae, ra roio d’an neb n’hen deuz hini, hag an neb hen deuz boued, ra zeui da ober ar memeus tra. |
na wallgas den, a ro d'an dleour e c'houestl en-dro, na ra ket a laeroñsi, a ro e vara d'an ezhommeg, a c'holo gant un dilhad an hini a zo en noazh,
Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.
Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.
Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit c’hoazh un dra: gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.
Met Zake en em zalc’has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d’ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all.
Hiniennoù a soñjas penaos, evel ma oa ar yalc’h gant Judaz, e lavare Jezuz dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe da reiñ un dra bennak d’ar beorien.
Deol e oa hag a zoujañs Doue, eñ hag e holl diegezh. Ober a rae kalz a aluzenoù d’ar bobl hag e pede Doue dalc’hmat.
hag a lavaras: Korneli, da bedenn a zo bet selaouet ha Doue en deus bet soñj eus da aluzenoù.
O sellout pizh outañ ha gwall spouronet, e lavaras: Petra’ zo, Aotrou? Hag e lavaras dezhañ: Da bedennoù ha da aluzenoù a zo pignet evel un eñvoradur dirak Doue.
An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc’h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m’en devo peadra da reiñ d’an hini a zo en ezhomm.
Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,
Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.
Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.
Va breudeur, petra a dalvezo da un den lavarout en deus ar feiz ma n’en deus ket an oberoù? Hag ar feiz-se a c’hello e salviñ?
Mar en deus unan bennak madoù ar bed-mañ hag, o welout e vreur en ezhomm, e serr outañ e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennañ?
Mar lavar unan bennak: Me a gar Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur a wel, penaos e c’hellfe karout Doue na wel ket?