Sant Lucas 24:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e zroukroet da vezañ kondaonet d’ar marv, hag o deus e staget ouzh ar groaz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha penaos ho deuz prinsed ar veleien hag hon otoriteou livret anezhan da veza condaonet d’ar maro, hag ho deuz hen crucifiet. |
Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c’houlenn Barabbaz ha da lakaat Jezuz d’ar marv.
Kerkent ha ma voe deuet ar mintin, ar veleien vras, gant an henaourien, ar skribed hag ar sanedrin a-bezh, en em guzulias asambles, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.
Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas. Hag e lakajont anezhañ da zont dirak o sanedrin.
an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.
int hag o deus lakaet d’ar marv an Aotrou Jezuz hag o frofeded o-unan, o deus hon heskinet, na blijont ket da Zoue, hag a zo enebourien d’an holl dud,