Kas a reas an deñvalijenn hag e reas an dic'houloù, ha ne voent ket disent ouzh e gomz.
Sant Lucas 23:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e oa war-dro ar c’hwec’hvet eur hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen ar c’houec’hved heur e oa, pe var‐dro, hag e teuaz tevalijen var an douar holl beteg an naoved heur. |
Kas a reas an deñvalijenn hag e reas an dic'houloù, ha ne voent ket disent ouzh e gomz.
An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.
Gwalleur d'ar re a c'hoanta devezh an AOTROU! Da betra e servijo deoc'h an devezh-mañ? Devezh an AOTROU a vo teñvalijenn ha nann sklêrijenn,
Hag e c'hoarvezo en deiz-se, eme an Aotrou AOTROU, ma rin d'an heol mont da guzh da greisteiz, ha ma teñvalain an douar e barr an deiz.
Ar c’hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.
Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c’hwec’hvet eur. Lavarout a reas d’ar Yuzevien: Setu ho roue.
An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha glorius an Aotrou.