Roit gloar d'an AOTROU ho Toue, a-raok ma lakaio an deñvalijenn da zont, a-raok ma stoko ho treid ouzh ar menezioù teñval. Gortoz a rit ar sklerijenn, met eñ he zroio e skeud ar marv hag he c'haso en un deñvalijenn don.
An hini he deus ganet seizh mab a zisec'h, dianalañ a ra hec'h ene, hec'h heol a guzh pa'z eo c'hoazh deiz, mezhek ha dismegañset eo. Ar re a vano ganti, me o roio d'ar c'hleze dirak o enebourien, eme an AOTROU.
Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.
Klaskit an hini en deus graet ar Yarad-poñsined hag an Orion, an hini a dro teñvalijenn ar marv e gouloù-deiz, an hini a dro an deiz e noz teñval, an hini a c'halv doureier ar mor hag o skuilh war zremm an douar: An AOTROU eo e anv.
Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.
Me a sellas pa zigoras ar c’hwec’hvet siell ha setu, ur c’hren-douar bras en em reas, an heol a zeuas du evel ur sac’had reun, al loar a zeuas evel gwad,
Ar pevare ael a sonas, hag an deirvet lodenn eus an heol a voe skoet, an deirvet lodenn eus al loar hag an deirvet lodenn eus ar stered, en hevelep doare ma voe an deirvet lodenn teñvalaet, ma kollas an deiz an deirvet lodenn eus e sklêrijenn kenkoulz hag an noz.