Amoz 8:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
8 An douar, ha ne greno ket en abeg da-se? E holl annezidi, ha ne vint ket e kañv? An holl vro a zevero evel ur stêr a zic'hlann hag a goazh, evel stêr an Ejipt.
em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag ar c'hriadennoù am eus laosket war-zu ennañ a zo savet betek e zivskouarn.
Setu perak fulor an AOTROU en em danas a-enep e bobl, astennet en deus e zorn warno ha skoet ganto, ar menezioù o deus krenet, o c'horfoù marv a oa evel teil e-kreiz ar straedoù. En desped da gement-se e fulor ne harz ket, e zorn a chom bepred astennet.
Betek pegeit e vo ar vro er c'hañv ha geot an holl barkeier disec'het en abeg da zrougiezh an dud a zo o chom enni? Al loened hag al laboused a zo distrujet, rak ar re zrouk o deus lavaret: Ne welo ket hon dibenn.
An Ejipt eo, sevel a ra evel an Nil, he doureier a hej evel stêrioù, hag e lavar: Sevel a rin, an douar a c'holoin, hag e tistrujin kêrioù hag ar re a zo o chom enno.
Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.
Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoù Betaven. Rak ar bobl a raio kañv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c'hreiz.
Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.
An Aotrou AOTROU an armeoù a stok ouzh an douar, hag e teuz, hag e holl annezidi a zo e kañv. Evel ur stêr e tic'hlann en e bezh hag e koazh, evel stêr an Ejipt.
Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.