Sant Lucas 23:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac’hanon pa zeui ez rouantelezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavare da Jesus: Aotrou, bez sonj ac’hanoun, pa vezi antreet en da rouantelez. |
Lavarout a ran deoc’h: Piv bennak a anzavo ac’hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue,
Ar publikan, oc’h en em zerc’hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d’an neñv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec’her!
Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n’en deus graet droug ebet.
o prezeg d’ar Yuzevien ha d’ar C’hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou.
o klask anavezout e peseurt amzer hag e peseurt degouezhioù e c’hoarvezfe ar pezh a ziskoueze Spered Krist a oa enno, eñ hag a destenie diagent poanioù Krist hag ar gloar a heuilhfe anezho.
Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.