Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 23:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Hag e lavare da Jesus: Aotrou, bez sonj ac’hanoun, pa vezi antreet en da rouantelez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac’hanon pa zeui ez rouantelezh.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 23:42
20 Referencias Cruzadas  

Hogen, lavaret a ran deoc’h: Piou‐benag a anzavo ac’hanoun dirag an dud, Mab an den a anzavo ive anezhan dirag elez Doue.


Mes ar publican, oc’h en em zerc’hel a‐ziabell, na grede ket zo‐ken sevel he zaou‐lagad var‐zu an env; mes skei a rea var boull he galon, en eur lavaret: O Doue, kemer truez ouzin‐me rag n’ed oun nemed eur pec’her!


Evidomp‐ni, gant justis eo e souffromp, rag souffr a reomp ar pez a zo dleet d’hon gwall oberou; mes he‐man n’hen deuz great droug e‐bed.


Ha Jesus a lavaraz dezhan: E gwirionez hen lavaran d’id, hirio e vezi ganen er barados.


Daoust ha ne oa ket red d’ar C’hrist souffr an traou‐ze, hag antren en he c’hloar?


Nathanael a respontaz dezhan: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


Thomas a respontaz hag a lavaraz dezhan: Va Aotrou ha va Doue!


Hag e leverjont dezhan: Cred en Aotrou Jesus‐Christ, hag e vezi salvet, te ha da diegez.


o prezeg d’ar Judevien hag ive d’ar Greked ar gonversion e‐kenver Doue, hag ar feiz e‐kenver Jesus‐Christ hon Aotrou.


o klask anaoud, en pe seurt amzer hag en pe seurt circonstansou, e tiskoueze Spered ar C’hrist a oa enhe, hag a rente testeni a‐ziaraog, e tlie c’hoarvezoud souffransou ar C’hrist, hag ar gloar a dlie dond varlerc’h.


Piou‐benag a gred penaos Jesus eo ar C’hrist, a zo ganet euz a Zoue; ha piou‐benag a gar Doue pehini en deuz he anjandret, a gar ive an hini a zo ganet euz anezhan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos