Pa voe en enkrez, e c'halvas an AOTROU e Zoue, hag en em izelaas kalz dirak Doue e dadoù.
Sant Lucas 23:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n’en deus graet droug ebet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evidomp‐ni, gant justis eo e souffromp, rag souffr a reomp ar pez a zo dleet d’hon gwall oberou; mes he‐man n’hen deuz great droug e‐bed. |
Pa voe en enkrez, e c'halvas an AOTROU e Zoue, hag en em izelaas kalz dirak Doue e dadoù.
Goude an holl draoù a zo c'hoarvezet ganeomp en abeg d'hon oberoù fall ha d'hon torfedoù bras, pa'z eo chomet da gastiz, o Doue, izeloc'h eget hor pec'hedoù, ha pa ec'h eus roet deomp un hevelep restad ac'hanomp oc'h achap,
Sevel a rejont en o lec'h, hag e voe lennet e levr lezenn an AOTROU o Doue e-pad ur c'hard eus an deiz. E-pad ur c'hard all ec'h anzavjont hag ec'h azeuljont an AOTROU o Doue.
Hag e pedis an AOTROU va Doue, hag e ris va c'hofez o lavarout: A! Aotrou Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez e-keñver ar re a gar ac'hanout hag a vir da c'hourc'hemennoù,
E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.
Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.
o lavarout: Pec’het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.
Neuze ar c’hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c’hren-douar ha kement a oa c’hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.
Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ha ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d’an hevelep poan?
Testoù oc’h ha Doue ivez, pegen santel, pegen reizh ha pegen didamall ez omp en em renet en ho keñver-c’hwi ar re a gred.
eñ, dismegañset, na rente dismegañs ebet, gwallgaset, na rae gourdrouz ebet met en em lakae dindan an hini a varn gant reizhder,