Hag ar roue a lavaras da Haman: An arc'hant a zo roet dit, koulz ar bobl-se, da ober ganto evel ma kari.
Sant Lucas 23:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac’h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c’houlennent, hag e tilezas Jezuz d’o bolontez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e laoskaz ganthe an hini a oa bet lakeat er prizon evit eur revolt hag evit eur muntr, pa her goulennent; hag e laoskaz Jesus en ho bolontez. |
Hag ar roue a lavaras da Haman: An arc'hant a zo roet dit, koulz ar bobl-se, da ober ganto evel ma kari.
Neuze e laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Pilat eta, o c’hoantaat plijout d’ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Hag en em lakajont d’e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.
Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc’h Jezuz.
Met int a zalc’he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ henn graet adalek Galilea betek amañ.
Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hemañ, met Barabbaz. Hogen Barabbaz a oa ul laer.
Neuze eta e roas anezhañ dezho evit bezañ staget ouzh ar groaz. Evel-se e kemerjont Jezuz hag e kasjont anezhañ ganto.
Dinac’het hoc’h eus ar Sant hag ar Reizh, ha goulennet hoc’h eus e vefe laosket deoc’h ur muntrer.
Bremañ eta setu ar roue hoc'h eus dibabet hag hoc'h eus goulennet. Ha setu, an AOTROU en deus lakaet ur roue warnoc'h.