Ne heuilhi ket ar re niverusañ evit ober fall. Pa zougi testeni en ur prosez, n'en em zistroi ket evit mont war-lerc'h an niver brasañ ha terriñ ar reizhder.
Pilat eta, o c’hoantaat plijout d’ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac’h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c’houlennent, hag e tilezas Jezuz d’o bolontez.