Met gloazet e oa en abeg d'hon drougoberoù, brevet en abeg d'hon direizhder; ar c'hastiz a ro deomp ar peoc'h a zo bet warnañ, ha dre e c'houlioù ez omp yac'haet.
Sant Lucas 23:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze, e gastizañ a rin, hag e laoskin anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se, goude beza hen castizet, e laoskin anezhan. |
Met gloazet e oa en abeg d'hon drougoberoù, brevet en abeg d'hon direizhder; ar c'hastiz a ro deomp ar peoc'h a zo bet warnañ, ha dre e c'houlioù ez omp yac'haet.
Neuze e laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Pilat eta, o c’hoantaat plijout d’ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne’m eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. Neuze, e gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ.
Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Pardonit hag e viot pardonet.
Met Paol a lavaras dezho: Goude bezañ hor skourjezet dirak an holl hep barn, ha ni Romaned, o deus hol lakaet er prizon, ha bremañ e laoskont ac’hanomp kuit e kuzh! Ne c’hoarvezo ket kement-se. Ra deuint hoc’h-unan d’hol lakaat er-maez.