Sant Lucas 22:63 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An dud a zalc’he Jezuz a reas goap anezhañ hag a skoas warnañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, an dud a oa crog en Jesus, a rea goab anezhan, hag a skoe ganthan; |
Ra ne lavarint ket en o c'halon: A! Laouen eo hon ene! Ra ne lavarint ket: E lonket hon eus!
Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.
Evel ma'z eo bet souezhet kalz a dud ouzh da welout, kement e oa disneuziet e zremm e-keñver hini un den, hag e stumm e-keñver hini mab un den,
Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Bremañ dastum da vagadoù, merc'h ar bagadoù. Lakaet eo ar seziz a-enep deomp. Gant ar wialenn e skoont war jod barner Israel.
Ar beleg-meur a reas goulennoù ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien ha diwar-benn e gelennadurezh.
P’en doa lavaret kement-se, unan eus ar serjanted a oa eno a roas ur c’harvanad da Jezuz en ur lavarout: Evel-se eo e respontez d’ar beleg-meur?
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.
eñ, dismegañset, na rente dismegañs ebet, gwallgaset, na rae gourdrouz ebet met en em lakae dindan an hini a varn gant reizhder,