Koulskoude Pêr a oa azezet en diavaez er porzh. Ur vatezh a dostaas outañ hag a lavaras: Te ivez a oa gant Jezuz ar Galilead.
Sant Lucas 22:56 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gantañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag eur plac’h ouz he velet azezet e‐tal an tan, hag o sellet piz outhan, a lavaraz: He‐man a oa ive gant an den‐ze. |
Koulskoude Pêr a oa azezet en diavaez er porzh. Ur vatezh a dostaas outañ hag a lavaras: Te ivez a oa gant Jezuz ar Galilead.
Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi, perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c’heñver.
Eñ a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad hag a lavaras dezhañ sellout. Yac’haet e voe hag e wele holl fraezh mat.
P’o doe enaouet tan e-kreiz ar porzh ha ma voent azezet a-unan, Pêr a azezas en o zouez.
Neuze ar vatezh, ar borzhierez, a lavaras da Bêr: Ha n’out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N’on ket.