youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?
Sant Lucas 22:53 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n’hoc’h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc’h eur ha galloud an deñvalijenn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Bemdez e oann en templ assambles ganeoc’h, ha n’hoc’h euz ket lekeet ho taouarn varnoun. Mes breman ema hoc’h heur ha galloud an devalijen. |
youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?
Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?
Neuze Jezuz a lavaras d’ar veleien vras, da gabitened an templ ha d’an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc’h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc’h ul laer.
Neuze e krogjont ennañ, e kasjont anezhañ hag e lakajont anezhañ da vont e-barzh ti ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.
Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac’hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ.
Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c’hoazh deuet e eur.
Ar serjanted a zistroas eta etrezek ar veleien vras hag ar farizianed. Ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n’hoc’h eus ket e zegaset?
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.
Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet,