Petra bennak ma n'eo an holl re eus ti va zad nemet tud dellezek a varv a-berzh ar roue va aotrou, koulskoude ec'h eus lakaet da servijer e-touez ar re a zebre ouzh da daol. Peseurt droed em befe c'hoazh da glemm e-kichen ar roue?
Sant Lucas 22:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned evit ma tebrot ha ma’c’h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez’ e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) evit ma hellot debri hag eva ouz va zaol em rouantelez, ha beza azezet var droniou, o varna an daouzec tribu a Israel. |
Petra bennak ma n'eo an holl re eus ti va zad nemet tud dellezek a varv a-berzh ar roue va aotrou, koulskoude ec'h eus lakaet da servijer e-touez ar re a zebre ouzh da daol. Peseurt droed em befe c'hoazh da glemm e-kichen ar roue?
Hennezh eo an hent ma fiziont warnañ, hag ouzh e heuliañ en em blijont en o c'homzoù. Ehan
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
Evel-se e lavaran deoc’h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c’huzh-heol hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù gant Abraham, Izaak ha Jakob,
Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.
Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!
mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac’homp anezhañ, e nac’ho ivez ac’hanomp;
Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!
Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.
An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.
En-dro d’an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.