Sant Lucas 22:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Satan a antreas e Judaz lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen an Diaoul a antreaz en calon Judas, les‐hanvet Iscariot, pehini a oa unan euz an daouzec. |
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
Lavarout a rae kement-se, n’eo ket m’en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc’hel ar yalc’h, e kemere ar pezh a lakaed enni.
Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,
Pêr a lavaras: Ananiaz, perak en deus Satan leuniet da galon ken ec’h eus lavaret gaou d’ar Spered-Santel ha miret ul lodenn eus priz an douar?