Chom sioul o sellout ouzh an AOTROU, ha gortoz anezhañ. Na gounnar ket a-enep an hini a zeu a-benn eus e c'hoantoù.
Sant Lucas 21:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Derc’hel a reot hoc’h eneoù dre ho kouzañvusted sioul. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Gounezit hoc’h eneou gant ho patianted. |
Chom sioul o sellout ouzh an AOTROU, ha gortoz anezhañ. Na gounnar ket a-enep an hini a zeu a-benn eus e c'hoantoù.
Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mañ va muzelloù a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo.
Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.
Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.
Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.
ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,
N’eo ket e kement-se hepken, met e kavomp gloar ivez er glac’haroù, o c’houzout penaos ar glac’har a zegas an dalc’husted,
o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc’h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.
Ezhomm hoc’h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.
Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac’hanoc’h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs,
Ha ra zeuio ar basianted da gas hec’h oberenn da benn, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet hep mankout e netra.
gant ar c’houiziegezh an emvestroni, gant an emvestroni ar basianted, gant ar basianted an doujañs-Doue,
Me, ho preur Yann, unanet deoc’h en anken, er rouantelezh hag er c’hendalc’husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c’her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.
Mar kas unan bennak e sklaverezh, e yelo e sklaverezh. Mar lazh unan bennak gant ar c’hleze, eo ret e vo lazhet gant ar c’hleze. Amañ emañ pasianted ha feiz ar sent.
Abalamour ma ec’h eus miret ger va dalc’husted, me va-unan a viro ac’hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar.