Hag hi a lavaras: Me az ped m'en devo ar roue soñj eus an AOTROU e Zoue, evit na vo ket kresket gant ar veñjer-gwad an distruj, ha na vo ket lazhet va mab. Hag e respontas: An AOTROU a zo bev! Ne gouezho ket d'an douar ur vlevenn eus da vab.
Sant Lucas 21:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met n’en em gollo ket ur vlevenn eus ho penn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes na vezo ket kollet eur vleven hep‐ken euz ho pen. |
Hag hi a lavaras: Me az ped m'en devo ar roue soñj eus an AOTROU e Zoue, evit na vo ket kresket gant ar veñjer-gwad an distruj, ha na vo ket lazhet va mab. Hag e respontas: An AOTROU a zo bev! Ne gouezho ket d'an douar ur vlevenn eus da vab.
Zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N’ho pet ket aon eta, c’hwi a dalvez muioc’h eget kalz a c’holvaned.
Pediñ a ran ac’hanoc’h eta da gemer boued evit gallout en em saveteiñ, rak ne gouezho ket ur vlevenn eus penn hini ac’hanoc’h.
Met ar bobl a lavaras da Saül: Hag e varvfe Jonatan, eñ hag en deus roet un dieubidigezh ken bras da Israel? Ne c'hell ket bezañ! An AOTROU a zo bev! Ne gouezho d'an douar blevenn ebet eus e benn, rak gant Doue eo en deus graet-se hiziv. Ar bobl a zieubas Jonatan ha ne varvas ket.
Mar sav unan bennak evit da drubuilhañ hag evit klask da vuhez, ene va aotrou a vo staget ouzh torkad ar vuhez e-kichen an AOTROU da Zoue. Ha teurel a raio pell, evel gant ur vatalm, ene da enebourien.