Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.
Sant Lucas 21:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl abalamour d’am hano. |
Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.
Neuze e roint ac’hanoc’h evit bezañ poaniet hag e lazhint ac’hanoc’h, hag e viot kasaet gant an holl vroadoù abalamour da’m anv.
Eürus e viot pa zeuio an dud d’ho tismegañsiñ, d’ho kwallgas ha da lavarout dre c’haou pep seurt droug a-enep deoc’h abalamour din,
Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.
Droukroet e viot gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesañ ha gant ho mignoned, hag e lakaint kalz ac’hanoc’h d’ar marv.
Eürus e viot pa gasaio an dud ac’hanoc’h, pa gasint kuit ac’hanoc’h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc’h ha pa daolint hoc’h anv evel fall abalamour de Vab an den,
Ma vijec’h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n’oc’h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac’hanoc’h.
Met kement-se holl a raint deoc’h en abeg da’m anv, rak n’anavezont ket an hini en deus va c’haset.
Roet em eus dezho da c’her hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n’int ket eus ar bed, evel n’on ket va-unan eus ar bed.
Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.
Dre-se, en em blijout a ran en dinerzhded, er dismegañsoù, en ezhommoù, en heskinoù, en ankenioù, evit anv Krist. Rak pa’z on dinerzh, neuze ez on kreñv.
Rak ni, ar re vev, a zo bepred roet d’ar marv abalamour da Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c’hig marvel,
Ne brezegomp ket ac’hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz.
rak roet en deus deoc’h ar c’hras, abalamour da Grist, nann hepken da grediñ ennañ met c’hoazh da c’houzañv evitañ,
Mar bez lavaret dismegañsoù deoc’h abalamour da anv Krist, eürus oc’h, rak ar Spered a c’hloar, Spered Doue, a zo warnoc’h. Mallozhet eo ganto, met resev a ra gloar diganeoc’h.
Gouzañvet ec’h eus, bet ec’h eus pasianted, labouret ec’h eus evit va anv ha ne’c’h eus ket kollet kalon.