Met petra oc’h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc’h, ha muioc’h eget ur profed.
Sant Lucas 20:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha mar leveromp: A‐berz an dud, e vezimp meinet gant ar bobl holl; rag ar bobl a gred mad ez eo Ian eur profet. |
Met petra oc’h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc’h, ha muioc’h eget ur profed.
C’hoant en doa d’e lakaat da vervel, met aon en doa rak ar bobl, dre ma oa kemeret ganto evit ur profed.
Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
Klask a rejont kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl. Anavezout a rejont mat en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Hag e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhel-Meurbet, rak e kerzhi dirak dremm an Aotrou evit kempenn e hentoù,
Int a soñje enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet ennañ?
Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n’int ket bet badezet gantañ, o deus taolet diouto evit o c’holl bolontez Doue en o c’heñver.
Kalz a dud a zeuas d’e gavout hag a lavaras: Yann, evit gwir, n’en deus graet mirakl ebet, met kement en deus Yann lavaret diwar-benn hemañ a zo gwir.
Neuze ar c’habiten a yeas gant ar serjanted hag a zegasas anezho hep taerder, rak aon o doa da vezañ meinataet gant ar bobl.