Sant Lucas 20:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Int a soñje enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet ennañ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, evel‐hen e rezonent enhe ho‐unan: Mar leveromp: Euz an env, hen a lavaro: Perag eta n’hoc’h euz‐hu ket credet dezhan? |
Badeziant Yann, a-belec’h e teue, eus an neñv pe eus an dud? Int a soñjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet anezhañ?
Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed.
Eñ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: Dont a ra war va lerc’h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d’an tu all d’ar Jordan hag ac’h eus roet testeni dezhañ, setu, e vadez hag an holl a ya d’e gavout.
An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.
Pa echuas Yann e redadenn, e lavaras: Piv a soñjit ez on-me? N’on ket, met setu, e teu war va lerc’h an hini n’on ket dellezek da zieren korreenn botoù e zreid.