Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d’e lakaat d’ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh.
Sant Lucas 20:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec’h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaskaz, hep dale pelloc’h, lakaad ho daouarn varnezhan; rag anavezet ho doa hen doa lavaretar barabolen‐ze a‐eneb dezhe; mes aoun ho doa rag ar bobl. |
Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d’e lakaat d’ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh.
Klask a rejont kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl. Anavezout a rejont mat en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Hag e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan o lavarout: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ evit ma vo an hêrezh deomp.