Sant Lucas 20:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan o lavarout: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ evit ma vo an hêrezh deomp. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes pa velaz al labourerien anezhan, e commansjont da rezoni evel‐hen etreze: He‐man eo an heritour; deuit, lazomp anezhan, evit ma vezo he heritach deomp‐ni. |
Badeziant Yann, a-belec’h e teue, eus an neñv pe eus an dud? Int a soñjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet anezhañ?
Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien evit resev frouezh e winieg.
Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d’ar marv,
Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat. Marteze p’en gwelint, e toujint anezhañ.
Hag o vezañ e daolet er-maez eus ar winieg, e lazhjont anezhañ. Petra eta a raio mestr ar winieg dezho?
Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec’h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho.
Int a soñje enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet ennañ?
Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da lakaat Jezuz d’ar marv, rak doujañ a raent ar bobl.
an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.
Lakaet hoc’h eus d’ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se.
Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ.
en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.