Tri deiz goude, Jeroboam hag an holl bobl a zeuas da gavout Roboam, evel m'en doa lavaret ar roue: Distroit da'm c'havout a-benn tri deiz.
Sant Lucas 2:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned A-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc’h ober goulennoù outo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag a‐ben tri devez, e kavjont anezhan en templ, azezet e‐kreiz an doctored, o selaou hag oc’h interroji anezhe. |
Tri deiz goude, Jeroboam hag an holl bobl a zeuas da gavout Roboam, evel m'en doa lavaret ar roue: Distroit da'm c'havout a-benn tri deiz.
Hag e lavaras dezho: Kit, ha distroit da'm c'havout a-benn tri deiz; hag ar bobl a yeas kuit.
An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c'hellin kennerzhañ dre ar gomz an hini a zo glac'haret. Bep mintin e tihun ac'hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl.
Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
Un devezh ma kelenne, e oa azezet eno farizianed ha doktored al lezenn deuet eus holl vourc’hioù eus Galilea, eus Judea hag eus Jeruzalem. Galloud an Aotrou a oberie evit yac’haat.
Met ur farizian anvet Gamaliel, doktor eus al lezenn enoret gant an holl bobl, a savas er sanedrin hag a c’hourc’hemennas lakaat an ebestel er-maez evit ur pennadig.
fellout a ra dezho bezañ doktored eus al lezenn, petra bennak ma n’intentont ket ar pezh a lavaront nag ar pezh a roont evel gwir.