Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 fellout a ra dezho bezañ doktored eus al lezenn, petra bennak ma n’intentont ket ar pezh a lavaront nag ar pezh a roont evel gwir.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 o pretanti ez int doctored euz al lezen, petra‐benag ne gomprenont nag ar pez a leveront, nag ar pez a assuront.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 1:7
20 Referencias Cruzadas  

Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.


Neuze e respontjont da Jezuz: N’ouzomp ket. Eñ a lavaras dezho d’e dro: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.


A-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc’h ober goulennoù outo.


Hiniennoù deuet eus Judea a gelennas ar vreudeur o lavarout: Ma n’oc’h ket amdroc’het hervez giz Moizez, ne c’hellit ket bezañ salvet.


Oc’h en em lavarout fur, deuet int da vezañ sot


Fellout a ra din gouzout an dra-mañ hepken diganeoc’h: Ha resevet hoc’h eus ar Spered dre oberoù al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz?


An hini eta a ro deoc’h ar Spered hag a ra mirakloù en ho touez, hag ober a ra kement-se dre oberoù al lezenn pe dre brezegerezh ar feiz?


Lavarit din, c’hwi hag a fell deoc’h bezañ dindan al lezenn, ha n’intentit ket al lezenn?


c’hwezet eo gant an ourgouilh, ne oar netra, met bez’ en deus ar c’hleñved eus kudennoù ha tabutoù ar gerioù, ac’hane e teu ar c’hoant, an diroll, an diskred drouk, an diskredoù,


atav o teskiñ hep gallout biken dont a-benn da anavezout ar wirionez.


Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc’h.


Met ar re-mañ, evel loened diskiant dre natur, ganet evit bezañ paket ha distrujet, e troukkomzont eus ar pezh ne gomprenont ket, hag e vint distrujet en o breinadurezh o-unan,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos