Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.
Sant Lucas 2:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozef hag e vamm a oa souezhet eus an traoù a lavared anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Josef hag he vam a oa souezet euz an traou a lavaret divar he ben. |
Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.
Evel ma komze c’hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur a chome er-maez hag a glaske komz outañ.
Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d’ar re en heulie: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Ar re holl o c’hlevas a voe souezhet bras eus ar pezh a oa lavaret dezho gant ar vesaerien.
Pa weljont anezhañ, e voent souezhet, hag e vamm a lavaras dezhañ: Va bugel, perak ec’h eus graet evel-se deomp? Setu, da dad ha me a glaske ac’hanout gant glac’har.
Ne c’helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl, met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont.
Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d’e ziskibien: