Da destenioù a zo ar started hec'h-unan. Ar santelezh a gaera da di, o AOTROU, evit hedad an amzerioù.
Sant Lucas 19:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a zo un ti a bedenn, met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) en eur lavaret dezhe: Scrivet eo: Va zi a zo eun ti a beden; mes c’houi hoc’h euz great ganthan eur c’havern laeron. |
Da destenioù a zo ar started hec'h-unan. Ar santelezh a gaera da di, o AOTROU, evit hedad an amzerioù.
o degasin a rin ivez da'm menez santel, hag e roin levenez dezho em zi a bedenn; o loskaberzhoù hag o aberzhoù a vo degemeret mat wat va aoter, rak va zi a vo anvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù.
An ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ, ha n'eo ket d'ho taoulagad nemet ur c'havarn laeron? Ha setu, me a wel kement-se, eme an AOTROU.
Setu lezenn an ti: War lein ar menez, e holl dakad bevennet a zo santel-meurbet. Evel-se eo lezenn an ti.
Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn, met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Hag e kelenne en ur lavarout: N’eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù? Met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron.