Sant Lucas 18:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kerkent ec’h adkavas ar gweled, hag ec’h heulias Jezuz o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha rag‐tal e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie anezhan, o renta gloar da Zoue. Hag ar bobl holl, o velet kement‐se, a veulaz Doue. |
an AOTROU a zigor daoulagad ar re dall, an AOTROU a zibleg ar re a zo pleget, an AOTROU a gar ar re reizh.
Da ganmeuliñ a ran, o AOTROU! Rak adsavet ec'h eus ac'hanon, ha ne'c'h eus ket lezet va enebourien da laouenaat diwar va fenn.
Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m’en doa roet un hevelep galloud d’an dud.
Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae.
Ha pa oa dija o tostaat d’an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o doa gwelet.
O vezañ en e sav a-us dezhi, e c’hourc’hemennas d’an derzhienn, hag ez eas kuit diouti. Hi a savas raktal hag a servijas anezho.
Hag e voent holl souezhet bras hag e rojont gloar da Zoue. Leuniet e voent a zoujañs hag e lavarjont: Traoù burzhudus hon eus gwelet hiziv.
Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d’e ziskibien:
O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d’ar baganed ar geuzidigezh, evit m’o devo ar vuhez.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Kas a rejont eta anezho kuit gant gourdrouzoù bras, o vezañ na gavent ket an tu d’o c’hastizañ, abalamour d’ar bobl, rak an holl a roe gloar da Zoue evit ar pezh a oa c’hoarvezet.
Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,