Hag an AOTROU a dennas Job er-maez eus e brizonerezh p'en doe pedet evit e vignoned. An AOTROU a greskas kement en doa bet Job d'an daougement.
Sant Lucas 18:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha ne resevo kalz muioc’h er c’hantved-mañ, hag er c’hantved da zont, ar vuhez peurbadus. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha na recevo kalz muioc’h er bed‐man, hag er bed da zond, ar vuez eternel. |
Hag an AOTROU a dennas Job er-maez eus e brizonerezh p'en doe pedet evit e vignoned. An AOTROU a greskas kement en doa bet Job d'an daougement.
Setu perak e karan da c'hourc'hemennoù, muioc'h eget an aour, muioc'h zoken eget an aour glan.
Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ nag er c’hantved-mañ nag er c’hantved da zont.
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.
Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n’eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.
An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.