Sant Lucas 18:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz ive ar barabolen‐man, evit diskouez ez eo red pedi bepred, hag hep skuiza: |
O Doue! Ar veuleudi a c'hortoz ac'hanout e Sion, eno e vo sevenet ar gouestloù graet dit.
met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a nevesa o nerzh, divaskell a zeu dezho evel d'an erered; redek a reont ha ne skuizhont ket, kerzhout a reont ha ne faezhont ket.
ha na roit ket diskuizh dezhañ ken n'en devo adsavet Jeruzalem, ken n'en devo graet anezhi ur veuleudi war an douar.
Diskennet on betek gwrizioù ar menezioù, an douar en deus serret warnon e sparloù da viken, met te ac'h eus lakaet va buhez da adsevel eus ar poull, AOTROU va Doue!
Rak an neb a c’houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec’hout diouzh an holl draoù-se a dle c’hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den.
Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.
N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.
o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,
Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,
Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.