Met ma ne selaou ket ac’hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest.
Sant Lucas 17:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar pec’h seizh gwech an deiz en da enep ha mar distro seizh gwech an deiz da’z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha mar hen deuz pec’het enep d’id seiz gwech en deiz ha mar teu seiz gwech en deiz‐ze da zistrei ouzid, ha da lavaret: Keuz em euz; pardon dezhan. |
Met ma ne selaou ket ac’hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest.
Evel-se e raio deoc’h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac’hanoc’h a-greiz e galon e vankoù d’e vreur.
Met me a lavar deoc’h: Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc’h heskin,
Ha mar en deus naon da enebour, ro dezhañ da zebriñ, mar en deus sec’hed, ro dezhañ da evañ, rak en ur ober evel-se, e tastumi glaou tan war e benn.