Sant Lucas 17:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak, evel ma teu ul luc’hedenn da lugerniñ adalek ur penn pellañ eus an oabl betek ar penn all, evel-se e vo Mab an den en e zeiz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag e‐c’hiz ma lugern al luc’heden euz an eil pen an oabl beteg egile, evel‐se ive ec’h apparisso Mab an den pa zeuio he zeiz. |
An AOTROU a vo gwelet a-us dezho, hag e vir a yelo evel al luc'hed. An Aotrou AOTROU a sono ar shofar hag a yelo e korventenn ar c'hreisteiz.
Rak, evel ma teu al luc’hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c’huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.
Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.
Pa zeuio Mab an den en e c’hloar, gant an holl aeled santel, ec’h azezo war dron e c’hloar.
Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.
ha ne vez ket enaouet ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell, met evit he lakaat war ur c’hantolor, hag e ro sklêrijenn d’an holl dud an ti.
Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist.
n’en em lezot ket da vezañ brañsellet gant nebeut a dra en ho soñjoù, ha da vezañ nec’het gant ur spered, gant ur ger pe gant ul lizher a vefe lavaret dont eus hor perzh, evel ma vefe aze dija deiz Krist.
Ha neuze en em ziskouezo an hini fallakr, an hini a vo distrujet gant an Aotrou dre c’hwezh e c’henoù ha kaset da netra gant sked e zonedigezh.
C’hwi ivez, gortozit gant pasianted, kreñvait ho kalonoù, rak donedigezh an Aotrou a zo tost.
Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.