Neuze e tiskennas hag en em soubas seizh gwech er Jordan, hervez komz den Doue, hag e gig a zistroas dezhañ heñvel ouzh kig ur bugel bihan, hag e voe glan.
Sant Lucas 17:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It hag en em ziskouezit d’ar veleien. Hag e c’hoarvezas pa oant o vont kuit, ma voent naetaet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus pa velaz anezhe, a lavaraz dezhe: It, hag en em ziskouezit d’ar veleien. Hag e c’hoarvezaz pa oant o vond, ma oent neteet euz ho lorgnez. |
Neuze e tiskennas hag en em soubas seizh gwech er Jordan, hervez komz den Doue, hag e gig a zistroas dezhañ heñvel ouzh kig ur bugel bihan, hag e voe glan.
Jezuz a respontas dezhañ: Na harz ket-se bremañ, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d’ober.
Hag e tifennas outañ n’en lavarje da zen. Met kae, emezañ, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.
Met mar kerzh unan bennak e-pad an noz, e strebot, abalamour n’eus ket a sklêrijenn ennañ.
hag e lavaras dezhañ: Kae hag en em walc’h e stank Siloa, da lavarout eo: Kaset. Mont a reas di eta, en em walc’has, hag e teuas o welout sklaer.