Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.
Sant Lucas 17:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C’hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc’hemennet deoc’h, lavarit: Servijerien didalvoud ez omp, abalamour hon eus graet ar pezh a oa ret deomp ober. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel‐se ive c’houi, pa ho pezo great kement a zo gourc’hemenet deoc’h, livirit: Servicherien didal‐voudec ez omp, rag n ’hon euz great nemed ar pez a oa dleet deomp da ober. |
Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.
Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.
Deuet int e-barzh hag o deus he ferc'hennet, met n'o deus ket sentet ouzh da vouezh, n'o deus ket kerzhet hervez da lezenn, n'o deus graet netra eus ar pezh az poa gourc'hemennet dezho ober. En abeg da-se ec'h eus graet d'an holl zroug-mañ dont warno.
Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Ha trugarez en devo d’ar servijer-se evit bezañ graet ar pezh a oa bet gourc’hemennet dezhañ? Ne gredan ket.
an holl a zo en em zianket, an holl a zo en em lousaet asambles, n’eus hini anezho hag a ra ar mad, n’eus hini ebet.
a zo bet gwechall didalvoud dit, met a zo bremañ talvoudek dit koulz ha din, hag a gasan en-dro dit.