Dianket on evel un dañvad kollet: klask da servijer, rak ne'm eus ket ankounac'haet da c'hourc'hemennoù.
Sant Lucas 15:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha, deuet en-dro d’ar gêr, e c’halv e vignoned hag e amezeien hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dañvad a oa kollet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag o veza erruet er gear, ne c’halv he vignoned hag he amezeien, ha ne lavar dezhe: En em rejouissit ganen, rag kavet em euz va danvad pehini a oa dianket? |
Dianket on evel un dañvad kollet: klask da servijer, rak ne'm eus ket ankounac'haet da c'hourc'hemennoù.
He amezeien hag he c’herent, o vezañ anavezet penaos en doa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c’heñver, en em laouenajont ganti.
Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec’her hepken hag en deus keuz.
rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.
Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se muioc’h a levenez en neñv evit ur pec’her hepken hag en deus keuz eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh n’o deus ket ezhomm a geuzidigezh.
An hini en deus ar wreg eo an ozhac’h. Met mignon an ozhac’h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac’h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo.
Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.
O vezañ eta kaset gant an Iliz, e treuzjont Fenikia ha Samaria, e kontjont distro ar baganed ouzh Doue hag e rojont ul levenez vras d’an holl vreudeur.
Ha zoken ma’z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc’h holl.
Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c’hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat.
Rak petra eo hon esperañs, hol levenez, hor c’hurunenn a c’hloar? Ha n’eo ket c’hwi, dirak hon Aotrou Jezuz-Krist en e zonedigezh?
c’hwi ha ne oac’h ket gwechall ur bobl met a zo bremañ pobl Doue, c’hwi ha n’ho poa ket kavet trugarez met hoc’h eus kavet bremañ trugarez.
Rak bez’ e oac’h evel deñved dianket, met bremañ ez oc’h distroet da vesaer ha diwaller hoc’h eneoù.