Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d’ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d’an eured.
Sant Lucas 15:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras dezhañ: Da vreur a zo distro ha da dad en deus lazhet al leue lart, abalamour m’en deus e adkavet yac’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar servicher a lavaraz dezhan: Da vreur a zo distro d’ar gear, ha da dad hen deuz lazet al leue lard, abalamour m’hen deuz hen kavet a‐nevez leun a iec’hed. |
Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d’ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d’an eured.
Met eñ a yeas droug ennañ ha ne fellas ket dezhañ mont en ti. Neuze e dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh.
Ha pa’z eo deuet en-dro ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant gisti, ec’h eus lazhet al leue lart evitañ!
a zeuas da’m c’havout hag, o vezañ tostaet, e lavaras din: Saol, breur, kav ar gweled en-dro. Ha kerkent e welis anezhañ.
Ananiaz a yeas hag, o vezañ aet en ti, e lakaas e zaouarn war Saol hag e lavaras: Breur Saol, an Aotrou Jezuz, an hini a zo en em ziskouezet dit en hent a zeues drezañ, en deus va degaset evit ma adkavi ar gweled ha ma vi leuniet gant ar Spered-Santel.
n’eo ket mui evel ur sklavour, met dreist ur sklavour, evel ur breur karet-mat, dreist-holl ganin-me ha muioc’h c’hoazh ganit-te, hervez ar c’hig hag hervez an Aotrou.
Ar vaouez he doa ul leue lart en he zi. Hastañ a reas e lazhañ, hag e kemeras bleud, en meras hag e poazhas bara hep goell dioutañ.