Sant Lucas 15:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ar mab henañ a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dañsoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, he vab hena pehini a oa var ar meaz, a zistroaz, ha pa oe tost ouz an ti, e klevaz ar ganaouen hag an dansou. |
Kanaouenn ar "Maalod". Pa zegasas en-dro an AOTROU sklaved Sion, e oamp evel ar re a ra un huñvre.
Meulit eñ gant an taboulin hag an dañsoù! Meulit eñ gant ar binvioù-kerdin hag ar fleüt!
Mari ar brofedez, c'hoar Aaron, a gemeras en he dorn un taboulinig, hag an holl verc'hed a yeas war he lerc'h gant taboulinigoù hag o tañsal.
ur mare evit gouelañ hag ur mare evit c'hoarzhin, ur mare evit hirvoudiñ hag ur mare evit tripal,
Me az savo c'hoazh, hag e vi savet, o gwerc'hez Israel! Kinklet e vi c'hoazh gant da daboulinoù, hag ez i er-maez e-touez korolloù laouen.
rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.
Heñvel int ouzh bugale azezet war al leurgêr hag a gri an eil d’egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc’h ar fleüt ha n’hoc’h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc’h hirvoudoù ha n’hoc’h eus ket gouelet.