Ezaü a redas a-raok dezhañ hag a vriatas anezhañ, en em daolas d'e c'houzoug hag a bokas dezhañ, hag e oueljont.
Sant Lucas 15:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c’hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en doe truez outañ; o teredek, e lamas d’e c’houzoug hag e pokas dezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En em lakaad a reaz eta en hent hag e teuaz etrezeg he dad. Hogen, pa oa c’hoas pell, he dad a velaz anezhan, hag hen doe truez outhan, hag o tiredec d’he gavout, e lammaz ganthan hag e pokaz dezhan. |
Ezaü a redas a-raok dezhañ hag a vriatas anezhañ, en em daolas d'e c'houzoug hag a bokas dezhañ, hag e oueljont.
Neuze en em daolas ouzh gouzoug Benjamin e vreur, hag e ouelas. Benjamin a ouelas war e c'houzoug.
Jozef a stagas e garr hag a yeas da ziaraogiñ Israel e dad betek Goshen. Pa welas anezhañ, en em daolas d'e c'houzoug hag e ouelas pell war e c'houzoug.
Joab a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras dezhañ kement-se. Ar roue a c'halvas Absalom, a zeuas da gavout ar roue, hag a stouas e zremm d'an douar dirak ar roue. Hag ar roue a bokas da Absalom.
Met te, Aotrou, a zo un Doue truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded.
Rak, Aotrou, te a zo mat hag hegarat, leun a vadelezh evit an holl re a c'halv ac'hanout.
Ar wreg, hag e c'hellfe ankounac'haat ar bugelig a vag? Hag e tremenfe hep kaout truez ouzh mab he c'hof? Ha pa ankounac'hafe, me n'ankounac'hain ket ac'hanout.
Gwelet em eus e hentoù, yac'haat a rin anezhañ, me a reno anezhañ hag a roio frealz dezhañ ha d'e re a vo er c'hañv.
Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.
Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.
Ar mab a lavaras dezhañ: Tad, pec’het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, n’on ken dellezek da vezañ galvet da vab.
Rak ar bromesa a zo evidoc’h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c’halvo an Aotrou hon Doue anezho.
Met bremañ, e Jezuz-Krist, c’hwi a oa gwechall pell, a zo bet degaset tost dre wad Krist.