Ha setu, e oa eno un den en doa un dorn disec’het. Hag e c’houlennjont digantañ: Hag aotreet eo yac’haat d’an deizioù sabad? Evit e damall e oa.
Sant Lucas 14:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d’ar farizianed: Hag aotreet eo yac’haat d’an deiz sabad? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus, o commans da gomz, a lavaraz d’an doctored euz al lezen ha d’ar Farizianed: Ha permetet eo iac’haad eun den da zeiz ar sabbat? |
Ha setu, e oa eno un den en doa un dorn disec’het. Hag e c’houlennjont digantañ: Hag aotreet eo yac’haat d’an deizioù sabad? Evit e damall e oa.
Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n’eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?
Lavarout a reas dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, d’an deiz sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.
Ha Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c’houlennin ouzhoc’h: Hag aotreet eo, d’an deiz sabad, ober vad pe droug, saveteiñ un den pe e lezel da goll?
Mar bez amdroc’het un den d’an deiz sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac’hanon abalamour ma em eus yac’haet un den penn-da-benn d’an deiz sabad?