Sant Lucas 14:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar deu unan bennak da’m c’havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c’hoarezed, ha muioc’h c’hoazh e vuhez hec’h-unan, ne c’hell ket bezañ va diskibl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar teu unan‐benag d’am c’havout, ha ma ne deu da gasaad he dad, he vam, he vreg, he vugale, he vreudeur, he c’hoarezed, ha zo‐ken he vuez he‐unan, na hell ket beza diskibl d’in. |
An neb a gar e dad pe e vamm muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc’h muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon.
An hini a gar e vuhez he c’hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus.
Met n’en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n’eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.
P'en devo un den div wreg, unan karet hag eben kasaet, hag o devo ganet bugale dezhañ kenkoulz an hini garet evel an hini gasaet, hag e vo ar mab kentañ-ganet d'an hini gasaet,
hag en deus lavaret eus e dad hag eus e vab: Ne'm eus ket o gwelet; n'en deus ket anavezet e vreudeur, ha n'en deus ket anavezet e vibien. Miret o deus da c'herioù, ha dalc'het da emglev.
Ya, sellout a ran pep tra evel ur c’holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c’hounezin Krist
Trec’het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n’o deus ket karet o buhez en tu all d’ar marv.