Deuet on em liorzh, va c'hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoù-frondus, debret em eus va zerennoù gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!
Sant Lucas 14:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met e lavaras dezhañ: Un den a reas ur goan vras hag a bedas dezhi kalz a dud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhan: Eun den a reaz eur goan vraz, hag a bedaz kalz a dud; |
Deuet on em liorzh, va c'hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoù-frondus, debret em eus va zerennoù gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!
Efraim a vo evel un den kadarn; o c'halon a vo laouen evel dre ar gwin. O mibien en gwelo hag a laouenaio, o c'halon a sartaio en AOTROU.
Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.
Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.