Bremañ lez ac'hanon d'ober, ma tano va fulor a-enep dezho ha ma o c'huzumin. Met ur bobl vras a rin ac'hanout.
Sant Lucas 13:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras d’ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ ha ne gavan ket. Troc’h anezhi. Perak e talc’h lec’h en aner en douar? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e lavaraz d’an hini a laboure ar winien: Setu, tri bloaz zo dija ma teuan da glask frouez er vezen‐fiez‐man, heb kavoud hini e‐bed: troc’h anezhi eta, perag e choumfe aman da goll douar? |
Bremañ lez ac'hanon d'ober, ma tano va fulor a-enep dezho ha ma o c'huzumin. Met ur bobl vras a rin ac'hanout.
Krial a reas a vouezh uhel, hag e komzas evel-henn: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, hejit he delioù ha stlabezit he frouezh, ra dec'ho al loened a-zindani hag al laboused diouzh he brankoù.
Pa viot aet er vro ha ma ho po plantet a bep seurt gwez frouezh, e sellot o frouezh evel diamdroc’h. E-pad tri bloaz e vint diamdroc’h evidoc’h, n’o debrot ket.
Kas a rin va bennozh e-pad ar c’hwec’hvet bloaz, hag e roio deoc’h eost evit tri bloaz.
Respont a reas dezhañ: Aotrou, lez anezhi c’hoazh ar bloaz-mañ, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti.
Ar vouc’hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc’het ha taolet en tan.
Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.
Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec’h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.