Leviegezh 19:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
23 Pa viot aet er vro ha ma ho po plantet a bep seurt gwez frouezh, e sellot o frouezh evel diamdroc’h. E-pad tri bloaz e vint diamdroc’h evidoc’h, n’o debrot ket.
Moizez a gomzas dirak an AOTROU hag a lavaras: Setu, mibien Israel n'o deus ket va selaouet; penaos e selaoufe Faraon ac'hanon, me hag a zo diamdroc'h a vuzelloù?
Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc'h, ha ne c'hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni.
An aberzhour a raio evitañ an dic’haou gant tourz an aberzh a gablusted, dirak an AOTROU, evit ar pec’hed en deus graet, hag ar pec’hed en deus graet a vo pardonet dezhañ.
Pa c’hano ul leue pe un oan pe ur menn-gavr, e vo seizh devezh gant e vamm; adalek an eizhvet devezh ha d’an devezhioù war-lerc’h, e vo kavet mat evel prof graet dre an tan d’an AOTROU.
Ne zebrot na bara na tañvouezennoù rostet pe friket betek an deiz-se, betek ma tegasot ar prof d’ho Toue. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.