Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 19:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 An aberzhour a raio evitañ an dic’haou gant tourz an aberzh a gablusted, dirak an AOTROU, evit ar pec’hed en deus graet, hag ar pec’hed en deus graet a vo pardonet dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 19:22
7 Referencias Cruzadas  

Degas a raio e aberzh a gablusted d’an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv, un tourz evit aberzh a gablusted.


Pa viot aet er vro ha ma ho po plantet a bep seurt gwez frouezh, e sellot o frouezh evel diamdroc’h. E-pad tri bloaz e vint diamdroc’h evidoc’h, n’o debrot ket.


Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.


Lakaat a raio an holl lard da vogediñ war an aoter evel lard an aberzh a drugarekadennoù. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eus e bec’hed evit ar penn-bras-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evit an den-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an oan en aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter evel er prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.


Ma ne c’hell ket pourchas un oan pe ur c’havr, e kinnigo d’an AOTROU evel aberzh a gablusted evit ar pezh en devo graet div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos