Ar re a zeuas a oa par ha parez, a bep kig, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhañ. Hag an AOTROU a serras an arc'h warnañ.
Sant Lucas 13:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa vezo antreet an tad a famill, ha pa hen devezo serret an nor var he lerc’h, ha pa deuot c’houi, tapet er meaz, da skei var an nor ha da lavaret: Aotrou, Aotrou, digor deomp; hen a responto: N’ouzon ket euz a beleac’h ez oc’h. |
Ar re a zeuas a oa par ha parez, a bep kig, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhañ. Hag an AOTROU a serras an arc'h warnañ.
Evel-se pep den leal a aspedo ac'hanout en amzer ma vez kavet. Ha pa zic'hlanno an doureier bras, ne vo ket tapet ganto.
Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
Eñ a responto: Me a lavar deoc’h, n’ouzon ket a-belec’h ez oc’h, en em dennit diouzhin, c’hwi holl micherourien a zireizhder.
Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
rak eñ a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremañ an amzer dereat, setu bremañ deiz ar silvidigezh.
Anavezout a rit penaos goude-se, pa fellas dezhañ kaout ar vennozh da hêrezh, e voe taolet kuit rak ne gavas ket ur cheñchamant a volontez, petra bennak ma en goulennas gant daeroù.