Jezuz a yae tro-war-dro er c’hêrioù hag er bourc’hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh hag o yac’haat pep kleñved ha pep mac’hagn e-touez ar bobl.
Sant Lucas 13:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a rae dre ar c’hêrioù ha dre ar bourc’hioù, o kelenn hag o terc’hel da vont etrezek Jeruzalem. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a iea dre ar c’heariou hag ar villajennou, en eur gelen hag o terc’hel da vond etrezeg Jerusalem. |
Jezuz a yae tro-war-dro er c’hêrioù hag er bourc’hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh hag o yac’haat pep kleñved ha pep mac’hagn e-touez ar bobl.
Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc’hioù tro-war-dro, en ur gelenn.
Unan bennak a lavaras dezhañ: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeut a dud? Eñ a lavaras dezho:
C’hoarvezout a reas ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet, hag en em lakaas en hent, c’hoantek da vont da Jeruzalem.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.