Sant Lucas 13:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa welas anezhi, Jezuz he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac’haet out eus da gleñved. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus, o velet anezhi, he galvaz, hag a lavaraz dezhi: Plac’h, delivret oud euz da glenved. |
Klasket on bet gant ar re na'm goulennent ket, kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, lavaret em eus d'ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu-me amañ, setu-me amañ!
Grit klezeier eus ho soc'hioù, ha goafioù eus ho filzier, ha ra lavaro an hini gwan: Me a zo kreñv.
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc’het gant diaouled. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c’her hag a yac’haas an holl re a oa klañv,
Ha setu, en em gavas eno ur wreg dalc’het gant ur spered he c’hlañvae triwec’h vloaz a oa. Daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c’helle tamm ebet en em eeunañ.
Daoust ha ne oa ket dereat d’an deiz sabad distagañ eus he chadenn ar verc’h-mañ da Abraham, a oa dalc’het ereet gant Satan abaoe triwec’h bloaz?