Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an AOTROU, hag e reuzias ouzh Job gant ur gouli bev adalek sol e dreid betek krec'h e benn.
Sant Lucas 13:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu, en em gavas eno ur wreg dalc’het gant ur spered he c’hlañvae triwec’h vloaz a oa. Daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c’helle tamm ebet en em eeunañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) setu ma en em gavaz eno eur plac’h hag a oa possedet gant eur spered a zalc’he anezhi klanv abaoe triouec’h vloaz; daou‐bleget e oa, ha ne oa ket evit en em eüna. |
Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an AOTROU, hag e reuzias ouzh Job gant ur gouli bev adalek sol e dreid betek krec'h e benn.
An AOTROU a sikour an holl re a zo prest da gouezhañ, hag e tibleg an holl re a zo pleget.
an AOTROU a zigor daoulagad ar re dall, an AOTROU a zibleg ar re a zo pleget, an AOTROU a gar ar re reizh.
Pa em eus soñj a gement-mañ, e tremenan e eñvor em c'halon: Kerzhout a raen e-kreiz ar bobl, mont a raen en he fenn betek ti va Doue, gant kriadennoù a levenez hag a veuleudi, e-touez un engroez o c'houeliañ.
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
Eñ a c’houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c’hoarvez kement-mañ gantañ? Abaoe e vugaleaj, a respontas.
Pa welas anezhi, Jezuz he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac’haet out eus da gleñved.
Daoust ha ne oa ket dereat d’an deiz sabad distagañ eus he chadenn ar verc’h-mañ da Abraham, a oa dalc’het ereet gant Satan abaoe triwec’h bloaz?
P’en em lakaio an traoù-se da c’hoarvezout, sellit d’an nec’h ha savit ho pennoù, rak ho tasprenadur a dosta.
kenkoulz hag un nebeud gwragez a oa bet yac’haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù: Mari anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti,
Pa voe Jezuz diskennet d’an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc’het gant diaouled pell a oa. Ne zouge ket a zilhad ha ne chome ket en un ti met er bezioù.
Ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, hag he doa dispignet he holl vadoù gant medisined hep gallout bezañ yac’haet gant hini ebet,
Bez’ eo oa un den kamm adalek e c’hanedigezh, a zouged hag a lakaed bemdez e-kichen dor an templ anvet ar Gaer, evit goulenn an aluzen digant ar re a yae en templ.