Sant Lucas 12:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a ran deoc’h: Piv bennak a anzavo ac’hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, lavaret a ran deoc’h: Piou‐benag a anzavo ac’hanoun dirag an dud, Mab an den a anzavo ive anezhan dirag elez Doue. |
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.
Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec’her hepken hag en deus keuz.
mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac’homp anezhañ, e nac’ho ivez ac’hanomp;
Piv bennak a nac’h ar Mab n’en deus ket kennebeut an Tad, hag an hini a anzav ar Mab en deus ivez an Tad.
Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.
Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.
Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.